Un extrait du livre de contes de Loeiz Herrieu
(En attendant minuit, L'orpheline du Boterf)
lu par Loeiz Le Bras
Teir sizhun bennak goude o disparti, setu ul lizher a Doulon é tegouezh get Vonick.
Ne oa ket skritur Salvator a oa àrnezhoñ.
Diaes ‘vehe lâret an nec’hañs a grapas da galon Vonick, ne ouie ket perak, é roegiñ gronn al lizher get he c’hroched. Bec’h mand eo digoret dezhi ma strimp d’he c’hambr, hep lâret ger.
Ha huñvreal a ra ?… Gwenn kann, he c’horv a bezh é kreniñ, he daoulagad divarc’het ha leun a zaeroù, he goûg daet da vout sec’h korn, e lenn, en un tenn, al lizher se daet ag ur vaouez hag a lâr dezhi, rok er walc’h, arsav get hec’h ardoù ha gouarn geti he c’harantez, he bokoù toemm hag he delennoù roz, ha lezel he fried geti hag o zad get e vugale…
Dimezet e oa an c’hwezour ; daou a vugale dezhoñ !…
Lakaet he doa e vaouez an dorn àr ziwezhañ lizher Vonick, roeget ha taolet dezhoñ, hep soñjal, er baner paperioù. É tostaat an tammoù unan d’an arall eh oa bet aes d’ar vaouez paour lenn ar pezh a skrive minourez ar Boderv.
Adal an deiz se o doa arsavet al lizherioù a gerzhet tre Breizh hag ar C’hreisteiz, hag e krogas an daeroù da redek, c’hwerv, er Boderv.
Treiset ha dilezet get ar c’homzour kaer se, dav ‘oa bet d’ar vinourez dizoleiñ d’he zud he c’halonad, na c’helle ket kuzhet ken hag he stad hag a vehe bet gwelet dindan berr.
Un tarzh gurun é kouezh àr ar Boderv n’en dehe ket graet muioc’h a strewed.
Kenavo huñvreioù kaer ! Kenavo levenez ! Kenavo lesaerezh ! Bras e oa bet desped an tad hag ar vamm hag o c’hounnar doc’h an treitour ; met brasoc’h c’hoazh keuz ha mezh ar vinourez. Gellout a raent sur ‘walc’h lakaat bec’h àr al lorbour ; met neuze e vehe bet gouiet an doare er vro a bezh ha kement se a zoujent. Gwell e oa dezhe tevel. Ne c’helle bout neoazh diskaretoc’h brazoni Vonick ha hani he zud ; ne c’helle brasoc’h nec’hañs kemer lec’h an eürusted a garge, beta neuze, maner ar Boderv.
Fonnapl e redas dre ar barrez ar vrud eh oa torret ar broch etre ar vinourez hag he galant. Met ne oa ket bet gouiet hiroc’h.